Catégories
c'est la fête fest noz Gouelioù ha festoù

Fest-Noz 2021

D’ar Sadorn 2 a viz Here 2021.

Le samedi 2 octobre 2021.

Catégories
2021

Un grand merci à tous les contributeurs de la campagne « Trugarez »

Trugarez vras d’an holl re o deus kemeret perzh er c’houlzad « Trugarez »

A-drugarez deoc’h hon eus gallet dastum 27 755 euro. Peadra da gregiñ ar bloavezh nevez war an tu mat, kea ! Gallout a reomp klask un den nevez evit ober war-dro ar c’hempenn ha sevel raktresoù pedagogel hag a blijo da holl vugale ar skol.
Trugarez deoc’h !

Vous nous avez permis de récolter 27 755 euros et nous donner des bases solides pour repartir pour une nouvelle année ! Nous pouvons recruter un nouvel agent d’entretien et lancer des projets pédagogiques intéressants pour tous les enfants de l’école.
Merci à vous !

Septembre – Gwengolo 2021

Catégories
2019 CE2/CM CP/CE1

Rencontre interécoles bilingues à Ti ar Vro

Ar skolioù divyezhek oc’h en em gavout e Ti ar Vro

Diriaou e oa bet klevet mouezhioù bugale o tregerniñ pa oant o c’hoari e Ti ar Vro : re ar skol Diwan ha re skol ar C’hloz bras. Ar wech kentañ e oa dezhe en em gavout asambles ha kement-se a oa unan eus abadennoù Gouel Breizh. Graet o deus ar 80 bugel anaoudegezh gant o c’henseurted ha gallet o deus kanañ, dañsal ha lenn holl asambles. Kaeroc’h zo, kinklet e oa bet sal vras Ti ar Vro gant bugale ar skolioù-mamm. Diouzh ar startijenn a oa gant ar vugale o c’hoari e porzh ar greizenn e oa peadra da grediñ e vefe plijadur e-pad an deiz !

Jeudi, les murs de Ti ar Vro résonnaient des cris et jeux des enfants des écoles bilingues de Diwan et du Grand Clos. Cette rencontre, qui était une première, s’inscrivait dans le cadre des manifestations de la Fête de la Bretagne. 80 enfants de CP et CM2, répartis en 4 groupes, ont pu rencontrer leurs homologues pour une journée de chants, danses, lectures. Les maternelles ont même pu décorer la grande salle de Ti ar Vro. À en juger par l’énergie déployée par les enfants dans la cour du centre, la journée promettait d’être particulièrement intense !

Juin – Even 2019

Catégories
2018 Buhez ar skol la vie de l'école toutes les classes

Nettoyage de la nature à Robien

Strivet o deus skolidi skol Diwan, eus ar re vras skol-vamm d’ar re CM2, da naetaat an natur er c’harter (riblennoù straed, liorzh-kêr Barillot, stank Robien). Kizidikaet eo bet ar vugale da zoujañ ouzh an endro ha d’ar redi bannañ al lastez en ur boubellenn !

Les élèves de l’école Diwan, de la grande section maternelle au CM2, se sont mobilisés pour nettoyer la nature dans le quartier (trottoirs, square Barillot, étang de Robien). Les enfants ont ainsi été sensibilisés au respect de l’environnement et la nécessité de jeter les déchets dans une poubelle !

Novembre – Du  2018

Catégories
2018

Visite de la chanteuse Gwennyn

Gweladenn ar ganerez Gwennyn

Pa oa deuet Gwennyn, kanerez ha brezhonegerez, da Sant-Brieg gant Gouel Breizh e oa tremenet da welet ac’hanomp d’ar Meurzh 22 a viz Mae.

À l’occasion de son passage à Saint-Brieuc pour la fête de la Bretagne, la chanteuse bretonnante Gwennyn nous a rendu visite le mardi 22 mai.

Juillet – Gouere 2018

Catégories
2018 concours MS/GS

1er prix au concours “La ferme des enfants” à TERRALIES 2018

Priz kentañ er genstrivadeg « Menaj ar vugale » en Terralies 2018

Stad zo e bugale klasad ar re vihan hag ar re grenn o kemenn deoc’h eo aet ar maout 🙂 gant o oberenn arzel “Loened-korn” er genstrivadeg-krouiñ “Menaj ar vugale” en Terralies pa oant bet eno d’ar 25 a viz Mae 2018.

La classe des MS-GS est heureuse de vous annoncer que son œuvre artistique “Bêtes à cornes” a gagné le 1er prix au concours créatif “La ferme des enfants” aux TERRALIES lors de la sortie du 25 mai 2018.

Mai / Mae 2018