Skol Diwan Sant Brieg

Ecole Diwan Saint-Brieuc

Degemer mat e skol Diwan !

Kinnig d’ar skolidi ur stummadur klok e brezhoneg adal ar skol-vamm betek ar vachelouriezh zo pal pennañ Diwan. Degemeret hag enskrivet eo ar vugale gant ar skipailh pedagogel adal daou vloaz, gant ma vo plas er skol. Ar vugale a rank bezañ prop ha prest da genvevañ gant ar re all.

An deskoni

Etre tri ha pevar bloaz an hini eo ez eo an aesañ evit ar vugale da zeskiñ yezhoù. Deskiñ a ra ar bugel brezhoneg er skol-vamm hep striv, dre soubidigezh, n’eus forzh peseurt yezh vamm vefe komzet gantañ. N’eus nemet un nebeud a familhoù e Diwan a sav o bugale e brezhoneg. Koulskoude e oar brezhoneg da vat ar skolidi e fin ar c’hentañ derez.

Lenn, skritur ha jederezh

E brezhoneg penn-da-benn ez a ar skol-vamm en dro. An deskiñ lenn, skrivañ ha jediñ a vez graet e brezhoneg. Ar pezh zo bet desket en ur yezh vez lakaet e galleg hep poan er c’hentañ derez.

Deskiñ lenn zo atav deskiñ lenn e forzh pe yezh e vije.
Ar brezhoneg a rank bezañ yezh pemdez ar skol !

Ar c’huzul-skol

Petra eo ar c’huzul-skol ?

E penn-kentañ ar bloavezh skol e vez dilennet gant tud ar skolidi o dileuridi. Un dileuriad hag un eil-dileuriad evit pep klas. Perzh ar c’huzul-skol e vo an dud-mañ a-gevred gant ar gelennerien ha un ezel eus ar c’huzul-kêr.

Bep trimiziad en em vod ar c’huzul-skol da dabutal ar pezh a denn da aozadur ar skol .

Dileuriad evit 2016-2017

Alexandra JEAMMET - Skrivañ anezhi
Eve MARQUET-PIEL - Skrivañ anezhi
Marie DODARD - Skrivañ anezhi
Cristelle MARTIN - Skrivañ anezhi
Suzelle BEAUMIN - Skrivañ anezhi

Eurvezhioù ar skol

D'al lun, meurzh, yaou ha gwener

  • 07 e 30 – 08 e 20 : Diwallerezh beure
  • 08 e 20 – 08 e 30 : Degemer ar skolidi er c’hlasoù
  • 08 e 30 – 11 e 30 : Amzer skol
  • 11 e 30 – 13 e 20 : Pred kreisteiz
  • 13 e 20 – 13 e 30 : Degemer ar skolidi er c’hlasoù
  • 13 e 30 – 16 e 30 : Amzer skol
  • 16 e 30 – 18 e 45 : Diwallerezh noz

D’ar merc’her

  • 07 e 30 – 12 e 45 : Kreizenn dudi

Kreizenn dudi

Ar vugale a vo enskrivet e kreizenn dudi an ti-kêr vo kaset di gant ur c’harr-boutin. Kuitaet vo ar skol ganto da 11 e 30.

An enskrivadurioù zo da vezañ graet an derc'hent digant implijidi an A.E.P.

Ar mistri zo er skol dek munutenn a-raok penn-kentañ kentelioù
evit degemer ar skolaerien e-giz ma dek munutenn goude ar c’hlas.

Tikedoù / koumanantoù evit an debriñ hag an diwallerezh

Tikedoù

An tikedoù kantin / diwallerezh beure ha noz a vez prenet dre garnedoù 10 el « lec’h degemer skol » e-kichen an ti kêr : 4 straed Poulain-Corbion.e Sant-Brieg.

Tiegezhioù Sant-Brieg a c’hell kaout rabat hervez o rannad gant goulenn digant ar C.C.A.S.

Ar familhoù all a c’hell goulenn digant C.C.A.S. o c’humun.

Koumanantoù

Tu zo ivez da goumanantiñ evit an trimiziad, hag a zo gwelloc’h marc’had.

Servij kentañ evit ar skol-mamm e 11 e 30

Eil servij evit ar skol kentañ-derez e 12 e 30.

Ar roll-meuzioù zo ingal war lec’hienn ti-kêr.

Education

Point Accueil Ecole

- D'al lun betek ar yaou eus 8 e 15 betek 12 e
- Ar gwener eus 8 e 15 betek 5 e 15, devezhiad hep diskrog

Chomlec'h : 4 straed Poulain Corbion, Sant-Brieg.
Pellgomz : 02 96 62 55 28

DIWAN, penaos a ra ?

Tri Kevredigezh :

Diwan
Breizh

K. D. P
Kevredigezh Deskadurezh Poblel

Ar Skoazell
Komite skoazell

Digor d’an holl emañ ar c’hevredadoù (tud skolidi tud a volontez, adouerien) hag aozañ a reont evel se :

  • ur prezidant(ez),
  • un teñzorer(ez),
  • ur sekretour(ez) hag o eil.

Kuzul melestradurezh eus pep kevredad a bod ur wech dre miz wardro.
Emvodoù hollek a bod ur wech dre bolaz.

Na chomit ket war var tizhout an eil pe eben kevredad, digor d’an holl eo an emvodoù !

 

Ezhomm hon eus ho parregezhed, pe ho pefe !

Deuit kemer perzh e zegouezhioù dre ar Skoazell,
an dro d’en em anavezout an eil egile ha lodenniñ koulzioù mat !

E keñver an arc'hanterezh

Mizoù pedagogel

E penn kentañ ar bloavezh-skol e rank ar familh paeañ ar  « mizoù pedagogel » a dalvez evit ar gelennerien da brenañ ar peadra evit ar skolidi ha da sevel raktresoù skol.( tu zo d'ber dre dreuzvankañ). Er mizoù-se emañ ivez priz ar c'harnedoù tombola debarzhet da bep familh.

Oberezhioù

Ezhomm tud a vez gant ar skoazell dalc'hmat da gas hec'h oberezhioù da benn vat (fest-noz, predoù, gouel ar skol, gwerzh saprennoù an Nedeleg) pe oberezhioù DIWAN BREIZH (deiziadurioù, …)

Disklêriadur an telloù

Tu zo d'ar familhoù reiñ sikourioù arc'hant da DIWAN, ur wech dre vare pe asidu, kement-mañ a c'hell bezañ lakaet da dalvezout evit disklêriadur an telloù.

Un nebeud reolennoù da heuliañ

Dikted

Trugarez da vezañ d'an eur : aesaat a ra labour an holl (skolaerien, bugale) hag aozadur ar c'hlasad. Prennet e vo an nor-borzh da 9eur. Evit abegoù surentez eo anat e chomo prennet e-pad an devezh, estreget an eurvezhioù penn kentañ ha fin ar c'hentelioù.

Aked

Aked a zo ret adalek ar CP. An holl ezvezañsoù a ranko bezañ gwiriekaet gant un testeni mezegel. Ha pa n'eo ket rediet er skol-vamm, e ranko bezañ reoliek ar skoliadur evit ar bugel da zont a-benn da gomz mat ar yezh.

Yec'hedouriezh

Ouzhpenn, e lakaomp ac'hanoc'h da zerc'hel soñj e rank ar vugale dont er skol gwisket en un doare dereat gant botoù hervez koulz an amzer. Taol pled mat ouzh ar yec'hedouriezh hag ar gempennadurezh a zo ret (na zisoñjit ket sellout ouzh blev ho pugel ur wech an amzer).

Reolennoù diabarzh

Reolennoù diabarzh ar skol a vez roet e-penn kentañ ar bloavezh, ha rankout a reont bezañ sinet gant pep familh, asantet dezho.