Campagne de mécénat / Koulzad mesenerezh

Les parents de l’école DIWAN Saint Brieuc lancent une campagne de financement participatif pour sauver la rentrée 2021 / 2022 !

Pourquoi ?
Depuis mars 2020, la crise sanitaire a durement affecté la capacité financière de l’association qui gère l’école. Comme nous n’avons pu organiser les évènements qui permettent de récolter des fonds pour assurer le fonctionnement de l’école, nous avons décidé de nous mobiliser pour lancer une campagne de mécénat auprès des entreprises et particuliers.

Soutenir Diwan c’est :
– Contribuer au développement du breton
– Donner les moyens de fonctionner à l’école
– Offrir aux enfants une ouverture sur le monde grâce aux projets menés
– Faire un don déductible des impôts

Combien et pour quoi faire ?
Nous devons récolter 30 000 euros pour assurer la survie de l’école car les besoins sont grands pour la rentrée prochaine, notamment pour maintenir un poste d’entretien et de nettoyage des locaux et pouvoir développer toutes les actions pédagogiques pour les enfants.

Comment ?
Pour soutenir l’école,
– contribuez par chèque ou sur le site HelloAsso qui héberge la cagnotte en ligne de la campagne appelée « Trugarez ».
– diffusez la campagne autour de vous par e-mail, sur les réseaux sociaux ou en nous aidant à distribuer les flyers et les posters.

Merci à Roudenn Grafik et Sacha Drouart, photographe, qui nous soutiennent déjà en assurant les prises de photo et les impressions de la campagne.

Evit saveteiñ an distro-skol 2021-2022 ez eus bet roet lusk d’ur c’houlzad arc’hantaouiñ gant tud bugale skol Diwan Sant-Brieg !

Perak ?
En em gavout a ra ar skol en ur blegenn diaes a-fet arc’hant abalamour d’ar reuziad Covid-19 abaoe 2020. N’hon eus ket gallet aozañ an abadennoù evit dastum an arc’hant he deus ezhomm ar skol evit he mont en-dro, hag e-se hon eus divizet kregiñ e-barzh ha luskañ ur c’houlzad mesenerezh war-zu an embregerezhioù hag an dud dre-vras.

Petra eo skoazellañ Diwan ?
– Sikour ar brezhoneg da vont war-raok
– Reiñ an tu d’ar skol da vont en-dro
– Digeriñ spered ar vugale war ar bed a-drugarez d’an obererezhioù a vo savet evito
– Reiñ ur skodenn hag a vo didennadus eus an tailhoù

Pegement hag evit ober petra ?
30 000 euro hon eus ezhomm da zastum evit ma c’hallo ar skol delc’her da vont, peogwir e vo bras an ezhommoù a-benn an distro-skol kentañ, dreist-holl evit mirout un den evit kempenn ha naetaat ar salioù, hag ivez evit aozañ an holl obererezhioù pedagogel evit ar vugale.

Penaos ?
Evit skoazellañ ar skol :
– e c’hallit kas ho skodenn dre chekenn pe war al lec’hienn HelloAsso e lec’h m’emañ kef enlinenn ar c’houlzad, « Trugarez » e anv.
– e c’hallit ivez skignañ ar c’houlzad en-dro deoc’h, dre bostel, dre ar rouedadoù sokial pe c’hoazh en ur sikour ac’hanomp da gas ar follennoù-nij hag ar skritelloù.

Trugarez da Roudenn Grafik ha d’al luc’hskeudenner Sacha Drouart, hag a ro harp deomp en ur dennañ poltredoù hag en ur voullañ paperioù ar c’houlzad.

Propulsé par HelloAsso