Titouroù | Renseignements

Frais pédagogiques

Chaque famille doit régler en début d’année (échelonnement possible par virements) les « frais pédagogiques » qui permettent aux enseignants d’acheter le matériel scolaire nécessaire aux élèves et de mettre en place des projets pédagogiques. Ceux-ci comprennent également l’achat des carnets de tombola attribués à chaque famille.

Montants des frais pédagogiques :
– 150 € par an pour un enfant
– 215 € pour 2 enfants
– 265 € pour 3 enfants et +

Frejoù pedagogel

E penn-kentañ ar bloavezh skol e rank pep familh paeañ ar « frejoù pedagogel » (posupl eo paeañ e meur a wech ha dre dreuzkasadennoù-bank). Evel-se e c’hallo ar skolaerien prenañ an dafar ret evit ar skolidi ha sevel raktresoù pedagogel. Er frejoù-se emañ ivez priz ar c’harnedoù tombola a vo roet da bep familh.

Prizioù ar frejoù pedagogel :
– 150 € bep bloaz evit ur bugel
– 215 € evit daou vugel
– 265 € evit tri bugel ha muioc’h

Les actions

Le Skoazell sollicite régulièrement les parents d’élèves pour soutenir ses actions (fest-noz, repas, fête de l’école, vente de sapins de Noël…) ou celles de Diwan Breizh (calendriers, vignettes…).

An obererezhioù

Ingal e c’houlenn ar Skoazell sikour gant tadoù ha mammoù ar skolidi evit hec’h obererezhioù (fest-noz, predoù, gouel ar skol, gwerzhioù saprennoù Nedeleg…) pe obererezhioù Diwan Breizh (deiziadurioù, vignetennoù…).

Réductions d’impôts

Les familles qui le souhaitent peuvent effectuer des dons ponctuels ou réguliers à Diwan, ceux-ci ouvrent droit à une réduction d’impôt.

Digresk tailhoù

Gallout a ra ar familhoù ober roadoù arc’hant da Ziwan, gwech ha gwech all pe ingal. Diwar gement-se e c’hallo o zailhoù bezañ digresket.

Les horaires

Lundi, mardi, jeudi et vendredi :
07h30 – 08h20 : garderie du matin
08h20 – 08h30 : accueil des élèves
08h30 – 11h30 : classe
11h30 – 13h20 : pause méridienne
13h20 – 13h30 : accueil des élèves
13h30 – 16h30 : classe
16h30 – 18h45 : garderie du soir

Les enseignantes sont présents dix minutes avant le début des cours pour accueillir les élèves ainsi que dix minutes après la classe.

Eurvezhioù

D’al Lun, d’ar Meurzh, d’ar Yaou ha d’ar Gwener :
07h30 – 08h20 : diwallerezh veure
08h20 – 08h30 : degemer ar skolidi er c’hlasoù
08h30 – 11h30 : amzer skol
11h30 – 13h20 : merenn
13h20 – 13h30 : degemer ar skolidi er c’hlasoù
13h30 – 16h30 : amzer skol
16h30 – 18h45 : diwallerezh d’abardaez

Ar skolaerien a vez er c’hlasoù dek munutenn a-raok penn-kentañ an amzer skol evit degemer ar skolidi, ha dek munutenn goude ar c’hlas.

Tickets et abonnements pour la restauration et la garderie

Les tickets de garderie du matin, cantine et garderie du soir s’achètent en carnets de 10 au Point Accueil Familles situé 20 rue du 71e RI (entrée rue Lecuyer) à Saint-Brieuc.

Un dégrèvement peut être accordé aux familles briochines, par le CCAS, selon son quotient famial. Les familles n’habitant pas Saint-Brieuc peuvent contacter le CCAS de leur commune.

Vous pourrez également prendre un abonnement par période, plus intéressant financièrement (5 périodes par année).

Plus d’informations sur le site de la mairie de Saint-Brieuc ou au 02 96 62 53 60.

Cantine :
1er service pour les maternelles à 11 h 30.
2e service pour les élémentaires à 12 h 30.

Les menus sont consultables sur internet sur le site de la mairie.

Tikedoù ha koumanantoù evit ar c’hantin hag an diwallerezh

Prenet e vez an tikedoù evit ar c’hantin hag an diwallerezh (diouzh ar beure ha d’abardaez) dre garnedoù 10 tiked el Lec’h Degemer ar Familhoù er chomlec’h-mañ : 20 straed an 71vet RI (mont e-barzh dre ar straed Lecuyer) e Sant-Brieg.

Un distaol a c’hall bezañ graet gant ar CCAS d’ar familhoù a zo o chom e Sant-Brieg, diwar o rannad tiegezhel. Ar familhoù n’emaint ket o chom e Sant-Brieg a c’hall mont e darempred gant CCAS o c’humun.

Gwelloc’h marc’had eo koumanantiñ dre brantad. 5 prantad zo bep bloaz.

Titouroù ouzhpenn war lec’hienn ti-kêr Sant-Brieg pe dre bellgomz : 02 96 62 53 60.

Kantin :
Servij kentañ evit bugale ar skol-vamm da 11 eur 30.
Eil servij evit bugale ar skol-gentañ da greisteiz hanter.

Gallout a rit sellet ouzh ar rolloù-meurzioù war lec’hienn ti-kêr Sant-Brieg.

Quelques règles à respecter

Un nebeud reolennoù da heuliañ

Ponctualité

Merci d’être ponctuel : cela facilite le travail de tous (enseignants et élèves) et l’organisation de la classe. Le portail sera fermé à clé à 9 heures. Pour des raisons de sécurité évidente, il le restera toute la journée sauf aux heures de sortie et de rentrée des classes.

Bezañ d’an eur

Trugarez da vezañ d’an eur : aesaat a ra labour an holl (skolaerien, bugale) hag aozadur ar c’hlasad. Prennet e vo an nor-borzh da 9 eur. Evit abegoù surentez eo anat e chomo prennet e-pad an deiz. Ne vo dibrennet nemet e penn-kentañ hag e fin ar c’hentelioù.

Assiduité

L’assiduité est obligatoire à partir du CP et toute absence devra être dûment justifiée. Si elle ne l’est pas encore en maternelle, la scolarisation devra cependant être régulière pour une bonne acquisition de la langue.

Bezañ aketus

Diwar ar CP e vo ret d’ar vugale bezañ er skol bemdez. Pa ne c’hallo ket ur bugel dont d’ar skol, gant gwir abeg, e vo ret kelaouiñ ar skolaer/skolaerez. N’eo ket ken ret er skol-vamm, met gwelloc’h e vo d’ar vugale bezañ er skol ingal a-walc’h evit deskiñ ervat ar yezh.

Hygiène

D’autre part nous vous rappelons que les enfants doivent venir à l’école correctement vêtus et chaussés selon la saison. Une bonne hygiène corporelle est à respecter (n’oubliez pas de surveiller les chevelures de vos enfants de temps à autre).

Bezañ prop ha kempenn

Degas a reomp da soñj deoc’h e rank ar vugale dont d’ar skol gwisket en un doare dereat ha gant botoù diouzh ar c’houlz-amzer. Ret eo bezañ prop atav (taolit ur sell ouzh blev ho pugale gwech ha gwech all).

Règlement intérieur

Le règlement intérieur de l’école est distribué en début de scolarité et doit être signé par chaque famille pour acceptation.

Reolennoù diabarzh

Reolennoù diabarzh ar skol a vez roet d’ar familhoù e penn-kentañ ar bloavezh, ha rankout a reont bezañ asantet ha sinet gant pep hini anezho.